Calendrier
espestivien
BlogCatégoriesDerniers billetsCompteursLiensFils RSS |
Degemer matPar espestivien :: 15/11/2008 à 18:50 :: Général
Kampionnad ar re 13 vloaz - 6vet devezhPar espestivien :: 15/11/2008 à 18:50 :: Renkadennou
ES Pestivien - FC Trebeurden : 1 - 7
PAL : Dylan Pinson (18')
Re greñv 'oa skipailh Trebeurden 'vit Thomas Heneke ha Pierre Prigent (Foto : Roland Martot)
Ur berrskrid 'vo skrivet 'benn nebeut Kentañ bodadeg Kevrennoù an departamant evit ar merc'hedPar espestivien :: 11/11/2008 à 22:46 :: Skol Mell Droad
An div skipail Kreiz Breizh, un tamm a-raok ar matchoù
Hiziv ez eus kentañ bodadeg merc'hed an departamant e Pledelieg, 'kicehnn Lambaol. Evit ar wech gentañ, skipailh Kreiz Breizh he deus kemeret perzh 'ba'n afer-se. Nikolaz Neuñ, paotr deus skipailh mell-droad Rostrenn, en deus graet al labour evit sevel ar skipailh-mañ. 'Giz-se eo bet bodet merc'hed deus Rostrenn, Pestivien, hag ivez deus Plougernevel, Kallag ha Prijeg evit mont betek Bro-Lambaol. Div skipailh Kreiz Breizh a oa du-hont, hag an div skipailh-mañ a rayo bodadegoù all a vo e-kerzh ar bloavezh. Hiziv-an-deiz eo bet kinniget ur c'hampionad bihan etre kevrennoù an departamant, da lâret eo Treger, Pentevr, Loudieg, hag ivez Pledehel ha skipailh kêr Sant-Brieg. Stert 'oa an traoù 'vit merc'hed Kreiz Breizh met 'oa ket an dra pouezusañ : ret e oa diskouez d'ar re all e vez c'hoariet foot gant merc'hed Kreiz Breizh ivez.
Ur roched nevez zo bet graet 'vit merc'hed Kreiz Breizh
Ar merc'hed oc'h en em dommañ a-raok ar matchoù
4 verc'h Pestivien 'zo aet betek Pledelieg : Sevrine Bescont, Virignie Bescont, Laetitia bescont ha Gaëlle Caoulan
Fotioù graet gant Roland Martot |
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| Entente Sportive de PESTIVIEN - Blog créé avec ZeBlog | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||